Louis Henri Nicot

Eus Wikipedia
Louis Henri Nicot
Poltred Charles Le Goffic (1934)
gant Louis Henri Nicot

Louis Henri Nicot, bet ganet e Roazhon d’an 12 a viz C’hwevrer 1878, a oa un delwennour hag ur c’hizellour.

Bet skoliad Skol-rannvro an Arzoù-kaer e Roazhon, aet e oa da heuliañ kentelioù Skol vroadel an Arzoù-kaer. Kelenner e oa bet e Skol an arzoù pleustrek e Pariz. A bep seurt oberennoù a oa bet savet gantañ :

Priziet e veze e briajoùigoù breizhek ivez evel Les Trois Commères, Le Léonard au Veau, Le Mendiant, La Marchande de Poulets... kaset da benn evit ar feilhañserezh Henriot e Kemper.

Aet e oa da Anaon a-daol-trumm d’an 12 a viz Gouere 1944 e Pariz e-lec’h m’edo o chom.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Patrick Moneger ha Jos Pennec, Louis Henri Nicot, sculpteur breton, Rennes 1878 - Paris 1944, Bulletin et Mémoires de la SAHIV, t. CXI, 2007, p. 355-386 da lenn amañ