Loch Aillionn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lough Allen)
Pelec'h emañ Loch Aillionn en Iwerzhon

Loch Aillionn (pe Lough Allen e saozneg zo ul lenn eus Iwerzhon stummet gant dour eus ar stêr An tSionainn. Emañ ar braz eus al lenn e kontelezh Liatroim hag un tamm bihan e kontelezh Ros Comáin. An hini hanternosañ eus an teir lenn a gaver a-hed An tSionainn : Loch Rí ha Loch Deirgeirt zo pelloc'h er c'hreisteiz. En em astenn a ra war ur gorread a 35 km2 hag 31 metr eo he donder brasañ.