Louarn an Inizi
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
U. littoralis
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Canidae | ||||
| Genad : | Urocyon | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Urocyon littoralis Baird, 1857 |
|||||
|
|||||
Louarn an Inizi (Urocyon littoralis) a zo ur spesad lern hag a vev war c'hwec'h enezenn diwar an eizh a ya d'ober Inizi Santa Barbara.
Ar spesad lern bihanañ eo er Stadoù-Unanet. Diskenn a ra eus al louarn gris, a gaver e darn vrasañ su Norzhamerika, met war vihanaat eo aet ar spesad abalamour da levezon an tiriad enezek.
Dre ma'z int digenvez n'int ket imunekaet ha kizidik int ouzh al loened bihan arvevat hag ouzh ar c'hleñvedoù degaset gant ar chas doñv. Ouzhpenn da se ez int preizhataet gant an erered meur.
Isspesadoù [kemmañ]
C'hwec'h isspesad lern an Inizi a anavezer :
- Urocyon littoralis littoralis Enez San Miguel ,
- Urocyon littoralis santarosae Enez Santa Rosa,
- Urocyon littoralis santacruzae Enez Santa Cruz,
- Urocyon littoralis dickeyi Enez San Nicolas,
- Urocyon littoralis catalinae Enez Santa Catalina,
- Urocyon littoralis clementae Enez San Clemente.
Liammoù diavaez [kemmañ]
Louarn an Inizi war lec'hienn Departamant ar parkoù broadel