Louarn Sechoura
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Canidae | ||||
| Genad : | Pseudalopex | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Pseudalopex sechurae Thomas, 1900 |
|||||
|
|||||
Louarn Sechoura (Pseudalopex sechurae) pe louarn an dezerzh perouat a zo ur bronneg kigdebrer bihan eus ar c'herentiad Canidae hag a vev e Suamerika. Ezel bihanañ ar genad Pseudalopex eo.
Gris ha ruz eo e vlevenn ha du eo penn e lost. E gavout a reer eus su Ecuador betek kreiz Perou, en dezerzhioù hag er c'hoadegoù sec'h. En em vagañ a ra diwar amprevaned, krignerien hag evned.
Daveoù [kemmañ]
- Asa & Cossíos (2004). Pseudalopex sechurae. 2006 IUCN Red List of Threatened Species. IUCN 2006. Kavet war 12 May 2006.
- Louarn Sechoura