Lou Andreas-Salomé

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lou Andreas-Salomé

Lou Andreas-Salomé (Louise von Salomé he gwir anv), ganet d'an 12 a viz C'hwevrer 1861 ha marvet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1937 e Göttingen, oa ur skrivagnerez a orin eus Bro-Rusia troet war al lennegezh, ar bredelfennerezh hag ar brederouriezh.

Buhez[kemmañ]

Lou von Salomé da 16 vloaz, e 1877.

Ganet e oa e Sant-Petersbourg. Merc'h e oa da Gustav Salomé, ur jeneral rus, ur protestant a orin alaman eus ar broioù balt, dezhañ hendadoù protestant gall, met an nazied a embannas diwezhatoc'h e oa ur Yuzevez finnat. He mamm oa genidik eus Danmark. Pevar breur he doa. Un deskadurezh uhel a voe roet dezhi d'ur mare ma ne veze ket skoliet uhel ar merc'hed yaouank. Abred-kenañ, e lennas oberennoù Kant ha Spinoza. Diwanet eo bet e spered en un aergelc'h romantel. Diwezhatoc'h e tesachfe evezh speredoù uhelañ he c'hantved.

Pa oa yaouank-kenañ c'hoazh, e kejas gant ar prederour alaman Friedrich Nietzsche. E-pad ar bloavezh 1882, ar prederour a gouezhas e karantez abalamour d'ar vaouez-se e-pad ur veaj a reas gant Salome ha Paul Rée. Ar garantez etre an tri lennegien-se a chomas ur garantez platonel. Salome ha Nietzsche o deus o daou poentoù kejañ, prederiet he deus war dodennoù evel "Marv Doue", er marv dre vras, troet-kenañ e oa gant an hindouegezh, hag o-daou a oa fall o yec'hed , ur c'hleñved ha ne c'hell bezañ pareet pe aesaet da c'houzañv en ur veajiñ e broioù gant un hin klouaroc'h evel Italia. Asambles, e tremenjont teir sizhun da vont ha da zont en ur brederiañ.

Nietzsche a wel e spered Lou dreist-barregezh, met a-wechoù gant emzalc'hioù dic'houzañvus. Met Elizabeth Nietzsche, c'hoar ar prederour a lakas Salome a-gostez, kuitas ma Nietzsche na zimezfe ket ganti. James Nietzche na zigarezas an dra-se. An darvoud-mañ a voe a-bouez e-barzh istor e oberenn.

E 1887 (pa oa 26 vloaz), ul louzaour damgollet e spered a c'houlennas ganti dimeziñ dezhañ, hag e lâras en em lazhfe ma nac'hfe ar c'hinnig. Asantiñ a reas-hi met ne voe nemet ur vrizhunaniezh. En desped da se, memes ma oa diboell hag hep ster ebet hec'h eured, e kemeras anv he gwaz.

A-benn ar fin, Salomé a dremene he buhez o veajiñ en un aergelc'h pan-european hag o kejañ gant dreist-speredoù. E 1887, e kejas gant Rainer-Maria Rilke (hag a oa 14 vloaz yaouankoc'h egeti). Ar skrivagner a dalc'has roudoù eus Salomé en e spered betek fin e vuhez. Gantañ e veajas e Bro-Rusia e 1900. An darempred kreñv-se a badas e-pad tri bloaz (an darempred a gendalc'has dre lizhiri betek fin e vuhez). Marteze eo bet Rilke an hini he deus karet evit gwir war ur savboent korfel. Lakaat a reas e anv da cheñch eus René da Rainer. Simplaat ha bravaat a reas e zoare skrivañ, dont a reas da vezañ ur seurt mamm hag e vuzenn. Alies-kenañ e vez gwelet anezhi evel ur maouez a gejas gant an dreist-speredoù, met ar sell-se a gas da fall stad un oberenn bersonel dedennus-kenañ. Skrivet he deus romantoù:Ruth (1895), Rodinka (1922) ; arnodennoù diwar-benn Nietzsche, Tolstoï, Rilke, diwar-benn ar bredelfennerezh, ar gwregelouriezh, hag un emvuhezadur, hag ur gendarempred ramzel.

Met unan eus an darvoudoù pouezusañ en he buhez voe, e 1911, he c'hejadenn gant Sigmund Freud, pa grouas ar bredelfennerezh. Salome a zeuas da vezañ mignonez vras da Anna Freud, merc'h Feud. Ur gendarempred hir-kenañ a aozas gant medisin Vienna, ha sikour a reas anezhañ da sevel meizadoù ha damkanioù pouezus. Met ne oant ket a-du diwar-benn ar relijion. Un dodenn hag a zedennas Freud e fin e oberenn.