Lothian
Eus Wikipedia
Lothian (Lowden en skoteg, Lodainn en gouezeleg) zo ur rannvro istorel eus Bro-Skos, etre ar Firth of Forth ha menezioù Lammermuir. Edinburgh, kêr-benn Bro-Skos, eo ar gêr vrasañ. Kêrioù bras all zo ivez: Livingston, Linlithgow, Bathgate ha Dunbar.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Dont a ra an anv Lothian eus hini ar roue brezhon Lot, a voe aloubet e rouantelezh gant Angled rouantelezh Northumbria er VIIvet kantved.
Rannet eo bet ar vro etre teir c'hontelezh:
ma vez kaoz a-wechoù hiriv eus "al Lothians".
E 1975 e voe adsavet rannvro Lothian, ha rannet adarre e 1996 etre West Lothian, City of Edinburgh, Midlothian hag East Lothian.
Yezh [kemmañ]
N'eus nemet ar c'hornad-se a zo bet saoznekaet gant an Angled da vare rouantelezh Northumbria, ha ma n'eus ket bet komzet gouezeleg enni biskoazh.
