Lorenzo II de' Medici
Lorenzo II de Medici, ganet e 1492 e Firenze, marvet e 1519 er Villa Medicea di Careggi, a renas e Firenze adalek 1513 betek e varv gant kleñved Naplez e 1519. Anvet e voe da zug Urbino e 1516. Dezhañ e oa dediet Il Principe, levr Niccolò Machiavelli
E vuhez [kemmañ]
Mab e oa da Piero il Fatuo (1472-1503), mestr Firenze, ha d'e bried Alfonsina Orsini, ha mab-bihan da Lorenzo il Magnifico. Kaset e oa bet e diegezh kuit eus Firenze en 1494, pa zigoras e dad perzhier kêr d'ar C'hallaoued, ha bevañ a reas e yaouankiz e Roma.
En 1512 e c'hallas distreiñ da Firenze a drugarez da skoazell ar pab Jul II ha d'ar C'hevre Santel : un armead spagnol, kaset gant Raymond de Cardona, a aloubas Mugello ha gwastet e voe Prato ha Campi Bisenzio, freuz ha lazh enne.
O welout kement-se e plegas Republik Firenze,
Anvet e voe da zug Urbino gant e eontr, ar pab Leon X, e 1516, pa voe kemeret an dugelezh digant an Tiegezh Della Rovere goude un hir a vrezel rivinus.
Dimeziñ ha bugale [kemmañ]
Dimeziñ a reas da Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519), keniterv d'ar roue gall Frañsez Iañ, abalamour da unaniñ an daou diegezh a-enep an Impalaeriezh santel roman german. Ur verc'h o doe ar priedoù:
- Caterina de' Medici (1519-1589), a zimezas d'ar roue gall Herri II hag a voe mamm da zaou roue gall.
Ur mab bastard en doa bet a-raok:
- Alessandro de' Medici, a renas war e lerc'h.
Poltred [kemmañ]
Poltredet e voe gant Raffaello a-raok e eured. Gwelout a reer an dug (dug Urbino) en e zilhad kaerañ, voulouz, feur.