Lolland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h emañ Lolland

Lolland zo unan eus inizi Danmark er Mor Baltel. Pevare enezenn vrasañ Danmark eo-hi, gant ur gorread a 1243 km² ha poblet eo gant 65 764 a dud (2010). Dispartiet eo diouzh enez Falster gant strizh-mor Guldborgsund. Ul lodenn eus rannvro Sjælland eo.

Nakskov eo ar gêr vrasañ, gant 13 000 a annezidi. Douaroù izel a ya d'ober an enezenn, pa ne dizh al lec'h uhelañ nemet 25 metr uhelder a-us live ar mor. Unan eus toleadoù paourañ Danmark eo.

Fuglsang, ur greizenn sevenadurel anavezet, e Lolland.

Liammoù diavaez[kemmañ]