Lola Flores

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn da Lola Flores en San Miguel, he c'harter genidik e Jerez de la Frontera, kizellet gant Víctor Ochoa

María Dolores Flores Ruiz (21 Genver 1923, Jerez de la Frontera - 16 Mae 1995, Madrid), a oa anavezet evel Lola Flores, kanerez, dañserez, hag aktourez spagnol lesanvet ivez La Faraona.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa Lola Flores e karter San Miguel, en Jerez de la Frontera, e proviñs Cádiz, en niverenn 45 ar calle Sol. Pa oa bihanik e tañse hag e kane e tavarn he zad , Pedro Flores, a veze graet el Comino anezhañ, hag a-raok dezhi tapout he daouzek vloaz e oa brudet evel korollerez e Jerez. Kanañ a rae sonioù Concha Piquer ha dreist-holl Estrellita Castro, ar ganerez a blije muiañ da Lola.

En 1939, en he 16 vloaz , e reas hec'h ebatoù kentañ e Teatro Villamarta Jerez en abadenn “Luces de España” o kanañ Bautizá con manzanilla.

En 1958 e timezas d'ar gitarour Antonio González Batista, El Pescaílla, ha tri bugel o devo : Dolores, anavezetoc'h evel Lolita, Antonio ha Rosario. An tri zo pe zo bet kanerien. Daremprediñ a reas ivez Gustavo Biosca, melldroader en F.C. Barcelona.


Gwelout ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]