Lokfiliberzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Saint-Philibert zo ivez.

Lokfiliberzh
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Iliz-parrez Lokfiliberzh
Iliz-parrez Lokfiliberzh
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Philibert
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton an Alre
Kod kumun 56233
Kod post 56470
Maer
Amzer gefridi
François Le Cotillec
2014-2020
Etrekumuniezh An Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn web Lokfiliberzh
Poblañsouriezh
Poblañs 1 608 ann. (2011)[1]
Stankter 228 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 35′ 15″ Norzh
2° 59′ 56″ Kornôg
/ 47.5875, -2.99888888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 15 m
bihanañ 0 m — brasañ 26 m
Gorread 7,05 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Lokfiliberzh
Map commune FR insee code 56233.png

Lokfiliberzh[2] pe Sant Filiberzh[3] a zo ur gumun eus Breizh e Kanton an Alre e departamant ar Mor-Bihan.

An anv[kemmañ]

Lokfiliberzh (meur a skrivadur disheñvel) e oa anv ar vourc'hadenn betek ar Reveulzi c'hall[4], furm hag a gaver c'hoazh e 1815[5].

Er geriadurioù boas[6][7][8] koulz hag er yezh komzet e reer Sant-Filiberzh pe Sant-Filiber[9], ha se eo a lenner ivez war kartenn vrezhonek Breizh embannet gant Ofis ar Brezhoneg [10]. Met Lokfiliberzh eo evit an Ofis abaoe 2005, diwar ur stumm meneget gant Erwan Vallerie en e levr Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez : « meneget ez eus bet deomp ur stumm *Locphilibert en XVIIvet kantved e dihelloù ar barrez gant an aotrou Kabelleg, person »[11].

Istor[kemmañ]

XIXvet kantved[kemmañ]

  • E 1870 e oa deuet da vout ur barrez distag. Krouet e voe ar gumun d'an 23 a viz Even 1892 diwar ul lodenn eus tiriad kumun Lokmaria-Kaer [12], ugent vloaz goude ar goulenn ofisiel kentañ.

XXvet kantved[kemmañ]

  • Brezel-bed kentañ: tregont gwaz ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel [13].
  • Eil Brezel-bed: tri den yaouank eus ar gumun a voe serret gant an Alamaned e Charente e miz Eost 1942; o klask mont da heul ar re Gevredet e oant; daou anezhe a voe fuzuilhet e miz Here 1942, an trede hini a varvas en ur c'hamp-bac'h[14].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

  • An iliz katolik.
  • Bigi engouestl en iliz katolik.
  • Ar feunteun e-tal an iliz.

Douaroniezh[kemmañ]

  • E beg ur stêrig, tost da stêr an Alre, ha war lez ar Meurvor Atlantel emañ Lokfiliberzh.

Emdroadur ar boblañs 1962-2011[kemmañ]

Niver a annezidi

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Dave ha notennoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. KerOfis Ofis Publik ar Brezhoneg Abaoe 2010.
  3. Geriadur Hemon-Huon, 2005.
  4. «Au moment de la Révolution de 1789, le hameau Loc Philibert devint le village de Saint-Philibert qui donnera plus tard son nom à notre commune actuelle.» Lec'hienn an ti-kêr
  5. KerOfis (pouezañ war +)
  6. Geriadur galleg-brezhoneg Roparz Hemon (1985)
  7. Geriadur brezhoneg An Here (2001) pajenn 1418
  8. Dastumad gerioù a rannyezhoù ar gevred (2007), Turiaw ar Menteg, pajenn 217
  9. stumm en implij gant kevredigezhioù eus ar vro, evel Dasson Sant-Filiber, Korollerion Sant-Filiber
  10. Kartenn Breizh, Ofis ar Brezhoneg, 2003
  11. Erwan Vallerie, Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, levrenn 1, pajenn 443
  12. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
  13. Plakenn ar re varv en iliz katolik
  14. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 347