Loeroù-gaol
Al loeroù-gaol zo ur pezh dilhad-dindan en deus kemeret lec'h al loeroù abaoe ar bloavezhioù 1960.
Hervez o stumm int graet evit an holl dud, met gant ar merc'hed dreist-holl e vezont douget, ha dezho eo e vez klasket o gwerzhañ. Hiziv e vez douget loeroù-gaol gant merc'hedigoù kenkoulz ha gant o mammoù-kozh, gant paotred ivez a-wechoù. Evel loeroù int d'an divhar, hag evel ur bragoù d'ar c'haol ha d'ar feskennoù.
Talvezout a reont da zerc'hel tomm, da reiñ ur stumm brav d'an divhar, pa vezont diskouezet, ha plijus int da zougen. Brudet e voent adalek ar bloavezhioù 1960, pa grogas reuziad ar vrozhig-verr.
Taolenn |
[kemmañ] Istor al loeroù-gaol
- 1938 : ijinet an niloñs gant ar gompagnunezh Du Pont de Nemours
- 1940 : kentañ loeroù niloñs evit ar merc'hed
- 1959 : kentañ loeroù-gaol ijinet gant ar Stadunanad Allan Gant
- 1959 : oberiet e vez loeroù-gaol a-vil-vern gant Glen Raven Mills e SUA
- 1968 : al loeroù-gaol Tels Quels a zo graet gant Dim .
[kemmañ] Ober al loeroù-gaol
[kemmañ] Er sportoù
Dre ma talc'h tomm e vez douget loeroù-gaol gant sportourien ha dreist-holl ar ruzikerien war zañs.
[kemmañ] Kroc'hen ha sorc'henn
Gant an neuz an « eil kroc'hen » ha meudata plijus an danvez anezho ez eus ganet ur sorc'hennerezh troet gant al loeroù-gaol, ha dreist-holl gant al loeroù-gaol du graet gant un danvez anvet elastan, neuz ar satin, ha doare lufr dezhañ .
[kemmañ] Oberourien
[kemmañ] Anvioù brudetañ dre ar bed
Setu an anvioù brudetañ er bed :
[kemmañ] Loeroù-gaol ha gwazed
Er Grennamzer ha betek an Dispac'h Gall e veze douget dilhad heñvel a-walc'h ouzh loeroù gaol gant ar wazed. + Tud zo a lavar e vez douget kalz loeroù-gaol gant ar baotred met ne gredont ket lavarout, gant aon rak ar fallvrudoù.
[kemmañ] Gwelout ivez
- Oberennoù al luc'hskeudenner Philippe Chevallier : [1]:awenet pe sorc'hennet gant al loeroù-gaol?
- Porte-jarretelles
[kemmañ] Notennoù
