Loeiz XV (Bro-C'hall)
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Loeiz XV, ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1710 e Versailhez (Bro-C'hall) ha marvet eno d'an 10 a viz Mae 1774 a voe Roue Bro-C'hall ha Navarra adalek 1715 betek e varv e 1774.
Mervel a reas e dad pa oa 2 vloaz hag anvet e voe da zaofin en ofisiel. E dad-kuñv e oa ar roue Loeiz XIV, ha pa varvas hennezh e 1715 ne oa-eñ nemet 5 bloaz. E eontr-kozh, dug Orléans, a voe anvet da « rejant ar Rouantelezh » d'an 2 a viz Gwengolo 1715, betek ar 15 a viz C'hwevrer 1723: en dezi-se, krog ar c'hrennard en e 14vet bloavezh, e voe kemeret ar galloud gantañ.
Dimeziñ ha bugale [kemmañ]
Bugale hervez ar gwir [kemmañ]
E bried Marie Leszczyńska a c'hanas dek bugel, ha tri anezhe a varvas yaouankik :
- Louise Élisabeth (1727-1759)
- ha c'hoar gevellez Anne Henriette (1727-1752),
- Marie Louise (1733), marvet gant ar sifern.
- Louis-Ferdinand de France (1729-1765), Daofin Bro-C'hall, tad da dri roue gall, ar vreudeur Loeiz XVI, Loeiz XVIII, ha Charlez X.
- Philippe Louis, dug Anjev (1733)
- Marie Adélaïde (1732-1800),
- Victoire Louise Marie Thérèse, Madame Victoire (1733-1799)
- Sophie Philippe Élisabeth Justine (1734-1782),
- Thérèse Félicité (1736-1744),
- Louise Marie, aet da leanez.
Serc'hed ha besterd [kemmañ]
Evel d'e dad-kozh Loeiz XIV e voe un toullad brav a serc'hed d'ar roue gall Loeiz XV, ha kalzik a vesterd. E beder serc'h kentañ e voe ar c'hoarezed de Nesle, peder c'hoar a oa merc'hed da Louis III de Mailly, markiz Nesle ha Mailly, priñs Orange.
Sede anvioù e serc'hed :
- Louise Julie de Mailly-Nesle, kontez Mailly (1710-1751), dimezet e 1726 (da 16 vloaz) d'he c'henderv Louis-Alexandre, kont Mailly. En 1733 e teuas da vout serc'h ar roue Loeiz XV, ha serc'h ofisiel en 1736. E 1739 avat e voe kemeret he lec'h gant he c'hoar Pauline. Dont a reas en-dro e gwele ar roue en 1741, met en 1742 e voe kaset kuit eus al lez war c'houlenn he c'hoar Marie-Anne ;
- Pauline Félicité de Mailly-Nesle, kontez Vintimille (1712-1741), serc'h d'ar roue Loeiz XV; dimezet en 1739 da Jean-Baptiste, kont Vintimille (1720-1777). Mamm e oa da :
- Charles de Vintimille (1741-1814), lesanvet an Demi-Louis (Hanter Loeiz) dre ma tenne kenañ da Loeiz XV. Markiz al Luc,
- Diane Adélaïde de Mailly-Nesle, dugez Lauraguais (1713-1760) ;
- Marie-Anne de Mailly-Nesle, markizez La Tournelle, dugez Châteauroux (1717-1744).
- Hortense de Mailly-Nesle, markizez Flavacourt, fut aussi pendant un temps soupçonnée de liaison intime avec le roi, mais cette hypothèse fut rapidement écartée au profit de ses quatre sœurs.
- Markizez Pompadour, pe Jeanne Antoinette Poisson hervez he gwir anv (1721-1764),
| En e raok: Loeiz XIV |
Roue Bro-C'hall Roue Navarra 1715 – 1774 |
War e lerc'h: Loeiz XVI |