Loch Rí

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lough Ree.png

Loch Rí pe Loch Ríbh (Lough Ree e saozneg) zo ul lenn e-kreiz Iwerzhon, unan eus an teir lenn vras zo a-hed An tSionainn, etre Loch Aillionn en argrec'h ha Loch Deirgeirt en ardraoñ.

Emañ Loch Rí etre kontelezh An Longfort, kontelezh An Iarmhí ha kontelezh Ros Comáin (Connacht). Er c'hreisteiz d'al lenn emañ kêr Baile Átha Luain.

War enezennig Inis Cloithreann e kaver rivinoù savadurioù kristen kozh. War an enezenn-se e oa bet lazhet ar rouanez Medb (Méabh) gwechall, hervez ar vojenn.