Llywelyn Goch ap Meurig Hen

Eus Wikipedia

Llywelyn Goch ap Meurig Hen, pe Llywelyn Goch Amheurig Hen (war-dro 1330 - war-dro 1390), a oa ur barzh kembraek er XIVvet kantved. Mab e oa da Meurig Hen ab Ynyr ap Meurig ap Madog ap Cadwgon ap Madog ap Cadwgon ap Bleddyn ap Cynfyn, sede e oa a renk uhel. Brudet eo ar marvnad a skrivas d'e vestrez Lleucu Llwyd, eus Pennal, Meirionnydd, ur varzhoneg hag a zo unan eus pennoberennoù e amzer. E-unan e oa eus Meirionnydd, kar d'an tiegezh Nannau, eus parrez Llanfachreth, e-kichen Dolgellau.

Hervez unan eus e werzioù edo o vevañ uwch Afon Dyfi (a-us d'ar stêr Tyfi) e kreisteiz ar gontelezh. Dimezet e oa da Dangwystl ferch Adda ap Llowdden. Daou vab o doe: Meurig hag Hywel Goch, hag ur verc'h dianav hec'h anv.

Evit dezhañ ober gant mentadoù ar Gogynfeirdd en e veulganoù e ouias ober gant an doare nevez cywydd, hervez doare Dafydd ap Gwilym, ha degaset gantañ eus kreisteiz ar vro ma'z ae da ganañ gwech an amzer. Mignon e oa da Iolo Goch.

Ar varzhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dafydd Johnston, Gwaith Llywelyn Goch ap Meurig Hen, (Aberystwyth, 1998).

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor Llywelyn ha Lleucu: