Llwydcoed

Eus Wikipedia
Yr Eglwys Goch (an iliz ruz), e Llwydcoed

Llwydcoed zo ur gêriadenn vihan e traoñienn Cwm Cynon, tost da gêr Aberdâr, e kontelezh Rhondda Cynon Taf, e kreisteiz Kembre. Ul lec'h brudet eo bet Llwydcoed abalamour ma oa eno e oa labouradegoù houarn an draoñienn, digoret e 1800. Un hent-houarn zo c'hoazh hag a dremen dre Llwydcoed da gas glaou eztennet e mengleuz Hirwaun.

Eus Llwydcoed eo genidik an aktour Ioan Gruffudd, kembraeger ha deuet da vezañ brudet er bed a-bezh.