Llanbedr Pont Steffan
Eus Wikipedia
- Meur a Llanbedr all zo e Kembre.
Llanbedr Pont Steffan (Llambed e kembraeg komzet, Lampeter e saozneg) zo ur gêr eus Ceredigion, e Kembre. Emañ e kember ar stêr Teifi hag ar stêr Dulas.
E 1991 e save poblañs Llanbedr da 1 989 den, ha 1 410 anezho a oa kembraegerien. Daoust ma n'eo ket bras ar gêr, ez eus ur skol-veur enni, an hini vihanañ e Kembre hag e Breizh-Veur. Er skol-veur ez eus war-dro 1000 studier, da laka poblañs kêr da greskiñ un tamm mat. E skol-veur Llanbedr e vez aozet bep hañv ur staj hir da zeskiñ kembraeg.