Lizherenneg santalek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Al lizherenneg santalek

Daoust ha ma vez skrivet ar santaleg gant ar skriturioù oriyek, bengalek pe devanagari, he deus ar yezh-mañ ur skritur bet ijinet a-ratozh-kaer eviti, al lizherenneg santalek, a reer outi er yezh-se ol chiki pe a-wechoù ol cemet'. Implijet e oa bet al lizherenneg latinek ivez evit skrivañ ar santaleg gant ar visionerion.

Ur yezh voundek eo ar santaleg kentoc'h evit ur yezh indez-europek evel an hindeg pe ar bengaleg ha neuze ec'h eo diaezet implijout lizherennegoù ar yezhoù-se evit he skrivañ. Kentoc'h evit implijout un abugida evel an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en India, e oa bet savet ul wir lizherenneg evit skrivañ ar santaleg. E 1925 e voe ijinet neuze al lizherenneg santalek gant Pandit Raghunath Murmu.

30 lizherenneg ez eus en holl ha stumm pep hini a zo sañset diskwel penaos emañ distaget. Skrivet e vez a-gleiz da dehoù.

Daoust d'ar strivoù bet graet evit krouiñ ul lizherenneg evit ar santaleg e van c'hoazh izel-tre an niver a Santaled a oar lenn ha skrivañ (etre 10% ha 30%).

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]

Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Lizherenneg stantalek evit mann evit staliañ war hoc'h urzhiataer] Ar skritur ol chiki