Livilla

Eus Wikipedia
Evit c'hoar an impalaer Caligula, mont betek Julia Livilla.
Livilla, merc'h-kaer Tiberius

Livia Julia, pe Livilla (Livia vihan), ganet en 13 kent JK, marvet en 31, a oa merc'h nemeti Antonia Minor ha Drusus. C'hoar e oa da Germanicus ha Claudius. Merc'h-vihan an impalaerez Livia Drusilla e oa, ha diwarni e voe anvet.

Dimeziñ a reas da briñs ar yaouankiz, Caius, mab-bihan da Augustus, hag a oa da ren war-lerc'h e dad-kozh. Pa varvas he fried, en un doare souezhus, e voe graet dezhi dimeziñ da Drusus, mab Tiberius. Ur verc'h he doe, Julia, ha daou vab gevell.

He darempredoù en he ziegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer nemet nebeud a dra diwar-benn he darempredoù gant an dud all eus he ziegezh. Hervez Suetonius avat e tisprize he breur yaouankañ Claudius: pa glevas-hi e teuje Claudius da vout impalaer, pezh a reas da varv e niz Caligula, e lavaras fraezh e oa mantrus evit ar bobl roman[1].

Livilla er Grand Camée de France

Marteze e vage gwarizi ouzh he c'hoar-gaer Agrippina an Henañ, gwreg Germanicus, a veze meulet muioc'h[2]. Rak brud vat he devoa Agrippina dre m'he devoa ganet an danvez-impalaer Caligula hag an impalaerez Agrippina ar Yaouankañ.

Hervez Tacitus e oa Livilla ur gaer a vaouez[3]. Moarvat, evel kalz maouezi eus lignez Julio-Claudian, e klaske pe kreskiñ he galloud pe reiñ ar galloud d'o mibien.

Dimeziñ da Gaius Caesar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e voe dimezet. Da gentañ er bloavezh 2 da Gaius Caesar (mab-bihan Augustus), mab-bihan hag advab Augustus, a oa da vezañ impalaer war-lerc'h e dad-kozh. Livilla eta a oa da vezañ gwreg da hêr an impalaer. Moarvat e roas an dimeziñ-se c'hoantoù bras a c'halloud diwar-goust raktresoù merc'hed-bihan Augustus, Agrippina an Henañ ha Julia Minor. Hogen Gaius a varvas er bloaz 4, Livilla a addimezas d'he c'henderv Drusus Julius Caesar, mab of Tiberius. He merc'h Julia a voe ganet tostik goude an eured.

Sejanus ha muntr Drusus Julius Caesar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 19 e c'hanas daou vab gevell, Tiberius Gemellus ha Germanicus Gemellus; Germanicus a varvas ez-vihan. War a seblant e voe piket he c'halon gant Lucius Aelius Sejanus, prefed pretorian Tiberius. Hennezh a glaske kemer ar galloud, hag ezhomm en doa da dennañ Drusus diwar e hent. Hervez Tacitus, Suetonius, ha Cassius Dio, en doa kontammet pried Livilla gant he skoazell. Met ma voe lazhet Drusus e voe graet en un doare soutil rak e 23 e seblante naturel ha ne voe ket diskred warnañ. Sejanus a c'houlennas aotre da zimeziñ da Livilla e 25 met Tiberius a nac'has aotren an eured.

Irienn Sejanus da zistroadañ Tiberius[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kondaonet e voe dgant Sened Roma da vervel gant an naon, en he zi, dindan evezh he mamm Antonia, en 31. Daonet e voe an eñvor anezhi, friket an delwennoù dezhi. An nebeud re a zo chomet ha deuet betek ennomp zo bet torret.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Suetonius, Vita Claudii, 2.2
  2. Tacitus, Annales, 2.43
  3. Tacitus, Annales, 4.3