Liv ar c'hroc'hen den

Eus Wikipedia

Liv ar c'hroc'hen den a zo roet gant ar melanin hag a zo produet e kelligoù zo anvet melanozit. An diforc'hioù etre ar c'hroc'henoù teñval ha sklaer a deu dreist-holl eus melanozom ar melanozit hag a zasparzh ar melanin etrezk kelligoù all ar c'hroc'hen, ar c'heratinozit a-benn gwareziñ anezho diouzh gwallefedoù skinoù UV an Heol. Seul vrasoc'h eo ar melanozom, seul vuioc'h a velanin enno, seul deñvaloc'h eo ar c'hroc'hen.