Listri Henc'hres

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Brudet eo listri Henc'hres pa vezent implijet stank en Henamzer. E pri-poazh e vezent graet, dezhe a bep seurt mentoù pe stummoù, evit bastañ da ezhommoù liesseurt. Listri Bro-C'hres a veze ezporzhiet betek er penn all da Europa, betek Eusa hag Iwerzhon.

Rummadoù listri[kemmañ]

Gallout a reer renkañ al listri henc'hresian hervez o implij :

  • Listri dezougen :
- Añforenn, lestr a dalveze da gas liñvennoù, an eoul olivez dreist-holl, edoù, rezin ha kement danvez zo

Bez e veze pep seurt añforennoù evel an añforennoù panatenaek (ar re-se e oa ar priz a veze roet d'an drec'herien goude kevezadegoù ar Panatenaia) hag ar pelike.

- Hidria, lestr a dalveze da zegas dour ar puñsoù.
  • Listri da viret evajoù :
- Pitos, lestr a dalvez da viret gwin.
- krater, lestr a dalveze da veskañ ar gwin hag an dour.
- Oinokoe hag olpe ; listri a dalveze da gemer gwin troc'het er c'hraterioù ha da gas anezhañ d'an everien.
  • Listri da evañ :
- Kiliks, kib da dañva ar gwin.
- Skifos, gobed vras.
- Kantaros, lestr da evañ, implijet ivez gant an doueed, evel Dionisos da skouer.
- Riton, korn da evañ.
  • Listri emwalc'hiñ :
- Ariballos, alabastron ha lekitos, listri evit an eoulioù frondus.
- Piksis, pod evit ar produioù kened evel ar fard.
- Lebes, lestr lid a veze implijet en euredoù.
- Loutrofor, lestr a dalveze da gas dour ar gibelladenn eured pe hini ar walc'hadenn gañv.

Skeudennoù[kemmañ]

Da lenn[kemmañ]

  • Gisela M. A. Richter, Marjorie J. Milne, Shapes and Names of Athenian Vases, Metropolitan Museum of art, New York, 1935.

Liammoù diavaez[kemmañ]