Listenn departamantoù gall Katalonia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus an Impalaeriezh c'hall kentañ, e 1812, gant 4 departamant kreisteiz Katalonia.


Goude an Dispac'h Gall e 1789, ha krouidigezh an departamantoù er Rouantelezh C'hall e 1790, ez eas armeoù ar Republik C'hall da aloubiñ broioù all hag e voe krouet departamantoù nevez ganto en Izelvroioù, ha war-lerc'h gant Bonaparte e Spagn, en Alamagn, en Italia.

Pevar departamant a voe krouet e Spagn, el lodenn eus Katalonia a zo er c'hreisteiz d'ar Pireneoù eta, rak un departamant gall all a oa e Katalonia an Hanternoz abaoe 1791, hag anvet Pyrénées-Orientales.

Al listenn[kemmañ]


Anv Pennlec'h Padelezh
Bouches-de-l'Èbre Lleida 1812-1813
Bouches-de-l'Èbre-Montserrat Barcelona 1813-1814
Montserrat Barcelona 1812-1813
Sègre Puigcerdà 1812-1813
Sègre-Ter Girona 1813-1814
Ter Girona 1812-1813

Departamantoù 1813[kemmañ]

D'ar 7 a viz Meurzh 1813 e voe lakaet ar pevar departamant d'ober daou:

Hiriv[kemmañ]

Abaoe 1814 ne chom nemet un departamant gall ken e Katalonia.