Liran
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Rodentia | ||||
| Kerentiad : | Gliridae | ||||
| Genad : | Dryomys | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Dryomys nitedula Pallas, 1778 |
|||||
|
|||||
Al liran (Dryomys nitedula) a zo ur c'hrigner noz eus Eurazia ha Norzhafrika, tost ouzh al lir hag an hunegan gris.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Etre 8 ha 13 cm eo hirder e gorf hag etre 6 hag 11 cm hini e lost blevek. War-dro 20 - 30 g eo e bouez.
Gris pe gell-melen eo blevenn e gein ha gwenn e gof.
Gouennañ [kemmañ]
Mare ar gouennañ zo diouzh al lec'h m'emañ o chom : etre miz Meurzh ha miz Kerzu en Israel (ha 2 pe 3 zorad ar bloaz) hag etre miz Mae ha miz Eost en Europa (1 torad ar bloaz). An dougen a bad etre 21 ha 30 deiz ha betek 7 kolen a c'hell bezañ ganet bewech.
Ar c'holen liran zo 2 g a bouez ennañ hag e tigor e zaoulagad d'an oad a div sizhun. Gallout a ra gouennañ goude e c'hoañvezh kentañ.
Emzalc'h [kemmañ]
Bevañ a ra er gwez ma c'hell pignat aes enno ha lammat a vrank da vrank.
Kousket a ra en un neizh savet buan-ha-buan er gwez. Aketusoc'h eo pa sav an neizh boulheñvel ma vo ar re vihan : lec'hiet eo hemañ etre 1 ha 7 m a-us an douar hag e tigor war kef ar wezenn.
Oberiant eo diouzh an noz. Goañvaat a ra al liraned a vev e hanternoz o ziriad.
Boued [kemmañ]
Un hollzebrer eo hag en em vagañ a ra diwar delioù, bleunioù, frouezh, kraoñ, artropoded, vioù hag evned bihan.