Lir (doue)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Meurastumm.png Evit sterioù all ar ger lir, gwelit ar pennad Lir (disheñvelout).
Children of Lir e Dulenn.

Lir, pe gwell Ler (Lear en iwerzhoneg a-vremañ; Lir eo ar genitiv, ha Ler an nominativ)[1], eo anv doue ar mor e mojennoù kozh Iwerzhon. Unan eus doueed veur Tuatha Dé Danann eo. Tad eo da vManannan Mac Lir, da vBendigeidfran ha da vBranwen. Kaoz anezhañ zo e mojenn Oidheadh Chloinne Lir.

Mojennoù Kembre[kemmañ]

Kar eo an doue iwerzhonat Ler d'an haroz kembreat Llŷr‎.

Lennegezh saoznek[kemmañ]

Diwarnañ eo deuet anv ar roue King Lear ar pezh-c'hoari gant William Shakespeare.

Delwenn[kemmañ]

Er Garden of Remembrance e Dulenn, ma'z eo eñvoret harozed ar stourm evit dizalc'hted Iwerzhon ez eus un delwenn anvet Children of Lir, gant Oisín Kelly.

Notennoù[kemmañ]

  1. «Ler (“mer, océan”), génitif Lir (...) Oidhe Chloinne Lir ou “Mort des enfants de Ler”» Christian-Joseph Guyonvarc'h, Les Druides, Ouest-France Université, 1986, p.401.

Lennadurezh[kemmañ]