Linennad (unanenn)

Eus Wikipedia
Kalibr war-rikl kozh daou zereziadur outañ (cm ha linennad Pariz)

Al linennad (arouez: ln) zo un unanenn hed meizet e-doug ar Grennamzer. Peurvuiañ eo keit hag an daouzekvet lodenn eus ar meutad.

En horolajerezh e vez damimplijet al linennad, keit ha 2,255 mm rik, evit kalibrañ ur fiñvadenn, aliezik.

Keit ha 2,116 mm rik eo al linennad er reizhiad angl-ha-saoz hiziv. Linennad ar Roue Frañs, arouez l, an daouzekvet lodenn eus meutad ar Roue, a oa bet termenet gant Lezenn an 19vet eus miz ar Frimenn er Bloaz VIII (an 10vet a viz Kerzu 1799). Kinnig a ra homañ eo « keit ar metr ha 3 zroatad hag 11,296 linennad eus tez Pariz ». E-tro 2,256 mm zo el linennad dindan ar Renad Kozh, neuze.

Hervez reizhiad ofisiel ar Grennamzer, ez eus :

  • 9 linennad en ur bizad (= ¼ palvad)
  • 12 linennad en ur meutad (= ⅓ palvad)
  • 34 linennad en ur palvad
  • 144 linennad en un troatad (= 4 palvad)
  • 216 linennad en un ilinad (= 6 palvad)
  • 864 linennad en un tezad (= 24 palvad)

War ar memes tro e veze implijet ur reizhiad diazezet war pemp niver eus heuliad Fibonacci (1175-1240) gant ar saverion ilizoù-meur :

  • 1, 1, 2, 3, 5, 8, 13, 21, 34, 55, 89, 144, 233, 377, 610, 987...

« Ar ganenn real » a veze graet eus o benveg muzuliañ. 555 linennad(≈ 1,25 metr) a oa enni.

Pemp muzul dishañval a oa outi, liammet an eil ouzh egile dre sammañ ar muzulioù diaraok.

  • 34 linennad en ur palvadig (?) (lat. palmus minor)
  • 55 linennad en ur palvad (lat. palmus maior)
  • 89 linennad en ur rahouenn (ur palvad war ur palvadig)
  • 144 linennad en un troatad (ur rahouenn war ur palvad)
  • 233 linennad en un ilinad (un troatad war ur rahouenn)