Limbourg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Limbourg a zo stumm gallek an anv a zo Limburg e nederlandeg hag en alamaneg.

Limburg pe Limbourg eta zo ur rannvro lec'hiet etre kêrioù Liège (Belgia), Maastricht (Izelvroioù) hag Aachen (Alamagn) .

E pep hini eus an teir stad-se avat e roer ur ster disheñvel d'ar ger a-wechoù, dre abegoù istorel pe, dreist-holl bremañ, melestradurezhel.

Taolenn

[kemmañ] Kêrioù

Leurgêr St-Georges, e kêr Limbourg, e Belgia
Kreizkêr istorel Limburg an der Lahn, en Alamagn

Div gêr zo anvet Limbourg pe Limburg hiriv:

Met ret eo menegiñ ivez, en Alamagn:

Ar stêr Lenne e kreizkêr Hohenlimburg, gwechall Limburg an der Lenne, en Alamagn

.

[kemmañ] Istor ar vro anvet Limbourg pe Limburg

[kemmañ] A-raok an Dispac'h Gall

  • En 1748 e voe aloubet un darn eus an Izelvroioù aostrian gant armeoù ar roue gall Loeiz XIV, da-geñver Brezel Hêrezh Aostria. Rankout a reas lezel e zouaroù en Izelvroioù hag en Alamagn, dreist-holl reter Limbourg, al Limbourg alaman (reter Aachen), lodenn istorel a chomo gant Aostria a-raok bout kemeret diwezhatoc'h gant Prusia, adkemeret gant Bro-C'hall en amzer ar Gonsuled, kollet gant diskar an Impalaeriezh, unanet goude gant Wesfalia, kevreet gant Prusia hag Impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag Alamagn en XXvet kantved.


[kemmañ] E-pad an Dispac'h gall hag an Impalaeriezh c'hall

  • En 1790, war-lerc'h an Dispac'h gall, e teuas kreisteiz an Izevroioù aostrian da vezañ ar Stadoù belgiat unanet (hag en o zouez edo eil stad al Limbourg belgiat) met kement-se ne badas ket pell: aloubet e voent adarre gant Aostria a oa e brezel ouzh ar Republik c'hall.

[kemmañ] War-lerc'h Kendalc'h Vienna e 1815

a zeuas da vout un Dugelezh-veur dizalc'h

Hasselt ar pennlec'h anezhi, anvet ivez Limbourg ar C'hornôg pe Limbourg flamank, abalamour d'he disheñvelout diouzh kêr Limbourg a zo er gevred d'al Limbourg flamank hag e-barzh proviñs Liège e Wallonia).

[kemmañ] Hiriv

  • Al Limburg alaman eo al lodenn eus ar vro istorel a zo er reter da Aachen, a voe roet da Prusia da vare Kendalc'h Vienna, kemeret diwar an izelvroioù aostrian kozh, met ne voe ket daskoret, evel peurrest Belgia, pa voe an Izelvroioù (en eskemm e voe roet un tamm eus Bavaroia da Aostria, ha Venezia war ar marc'had) .

[kemmañ] Tra iskis

Kêr Limbourg, an hini he deus roet hec'h anv d'an dugelezh hag a zo deuet da vezañ div broviñs goude, n'emañ ket en hini ebet eus ar proviñsoù-se: hiriv emañ e proviñs Liège, p'emañ ar proviñsoù izelvroat ha belgat pelloc'h en hanternoz.

[kemmañ] Anv-tud

Un anv-tiegezh eo Limbourg ivez:

[kemmañ] Gwelout ivez

[kemmañ] Troidigezh

Un droidigezh eus pennad ar wikipedia gallek eo ar skrid-mañ.