Lila
Eus Wikipedia
Lila zo un anv-badez brezhonek, meneget en deiziadurig brezhonek, hag e Geriadur Vallée.
Taolenn |
An daou veneg[kemmañ]
Hervez an deiziadurig brezhonek e vije eus ur santez Lila. N'ouzer netra diwar he fenn avat.
E Geriadur Vallée eo meneget e-kichen an anv Eulalia.
Yezhoù all[kemmañ]
Anavezet eo ivez e broioù all hag e yezhoù all.
- A-hervez e vije un anv indezat ivez, o talvezout kement ha kened. **Lilavati a vefe un anv deveret diwarnañ, hag anv un arnodskrid diwar-benn ar jedoniezh, savet en XIIvet kantved gant Bhaskara.
Saozneg[kemmañ]
- Berranv Delilah e c'hall bezañ, distaget /'Lajla/. metpeurvuiaén e vez skrivet Lilah.
- Un adstumm d'an anv semitek Leila, a dalv kement ha noz, e c'hall bezañ ivez.
Spagnoleg[kemmañ]
- Lila eo anv (spagnolek) al lireuenn.
Tud[kemmañ]
- Lila Downs, kanerez vec'hikan
- Lila Karp, skrivagnerez stadunanat, stourmerez evit gwirioù ar merc'hed
- Lila Kedrova, aktorez c'hall
- Lila Lee (1901-1973), aktorez stadunanat
- Lila McCann, kanerez stadunanat
- Lila Morillo (ganet e 1940), aktourez venezuelat.
Lennegezh[kemmañ]
- Lila, ur pezh-c'hoari alamanek gant Kerstin Specht e 1990;
- Lila: An Inquiry into Morals, eil romant an oberour stadunanat Robert M. Pirsig e (1991)
- Die Farbe Lila, anv alamanek ar romant saoznek The Color Purple, gant ar skrivagnerez stadunanat Alice Walker
Douaroniezh[kemmañ]
- Lila (menez-tan) , ur menez-tan en Arc'hantina
- Lila (Bohol) , ur gumun er Filipinez.
- Anv spagnolek kozh kêr Lille, e Bro-C'hall.
