Liger
|
||||
|---|---|---|---|---|
|
Al Liger en Orleañs
|
||||
| Statud | stêr | |||
| Hirder | 1012 km | |||
| Uhelder an eienenn | 1408 m | |||
| Kas keitat | 850 m³/s | |||
| Gorread an diazad | 117 000 km² | |||
| Bro(ioù) douret | Bro-C'hall Breizh | |||
| Diazad stêrioù |
? | |||
| En em daol e | Sant-Nazer Meurvor Atlantel | |||
| Ledander er genoù | ? | |||
| Andon | Menez Gerbier de Jonc | |||
| Adstêrioù | ? | |||
| stêr - hidrologiezh | ||||
Al Liger (Loire e galleg, Léger ha Leir en okitaneg) eo stêr hirañ Bro-C'hall (ouzhpenn 1000 km hed). Goleiñ a ra e ziazad doureier 117.000 km², muioc'h eget 20% eus Frañs. Da roll ar Glad bedel e voe lakaet red kreiz traoñienn al Liger gant an UNESCO e 2002. Dont a ra tre al Liger e Breizh e Runonn (Liger-Atlantel) a-raok en em deurel er meurvor Atlantel e Sant-Nazer
Taolenn |
Orin an anv [kemmañ]
Eus al latin Liger e teu anv al Liger e brezhoneg hag e galleg, met galianek eo orin ar ger. Eus ar galianeg liga "fank" e teu. Ar ger-mañ eo en-doa roet "lie" (lec'hidenn) e galleg ha lees e saozneg.
Istor [kemmañ]
Hervez klaskourien zo e rede al Liger war-du an norzh gwechall hag e-barzh ar Saena en em daole goude bezañ bet o tiruilhal e traoñienn ar stêr Loing. Un darvoud douaroniel en defe e zistroet war-du ar c'hornôg.
Douaroniezh [kemmañ]
E biz ar menezioù Seven ar c'hreisteiz emañ andon al Liger, er menez Gerbier-des-Joncs, e departamant an Ardèche, 1408 m dreist live ar mor. Redek a ra war-du an hanternoz a-dreuz Roanne ha Nevers betek Orleañs ha neuze war-du ar c'hornôg betek Sant-Nazer, e Breizh, m'en em daol er Meurvor Atlantel. An darn vuiañ eus e zoureier a zo re stêrioù ar riblenn gleiz o treuziñ an Tolzennad Kreiz, ur sistem menezioù bras m'eo dizintrus o douaroù ken e tiruilh buan dourioù ar glaveier ken ez eus bet liñvadegoù spontus e 1856, 1866 ha 1910. Chaoserioù uhel ha ledan, graet e douar hag hentoù bras warno, a red war he div riblenn eus Orléans betek Saumur evit diwall an draoñienn eus ar gwalleurioù-se. War ar riblenn zehou el lodenn diwezhañ ez eus adstêrioù o treuziñ Tolzennad Arvorig m'eo dizintrus-kenañ e zouaroù ivez.
Nebeut a stankelloù a zo war al Liger hag e zoureier bras a c'hell bezañ abeg da liñvadegoù c'hoazh.
Un hent bras war an dour ha war zouar [kemmañ]
Un hent bageerezh pouezus e oa al Liger gwechall met n'eo mui bageüs nemet en e c'henoù betek Naoned. Ar bigi (gabaroù, futro)a yae war al Liger a oa plaen ar strad anezho, warno ur wern vras pleg-dibleg da dremen dindan ar pontoù. Red direizh ar stêr a lakae ar bageerezh diaes hag alies e veze ret sachañ ar bigi.
Koulskoude e veze ar stêr ur moiaen aes a-walc'h evit treuziñ kreiz Bro-C'hall ha kas ha degas marc'hadourezh war-zu pe eus porzhioù ar Mor Atlantel. Dre hentoù war zouar pe war an dour e tremene gwin, ed, holen ha kement marc'hadourezh da gas en ur doare aes a-walc'h pa veze falloc'h an hentoù all. Un hent evit an alouberien e oa ivez ha setu perak e klaske duged Breizh kontrolliñ anezhañ dre gêr mogeriet Naoned o c'hêr-benn ha dre ar c'hastellioù tro-war-dro (Ankiniz, Champtoceaux, Klison).
Betek 1991 ez ae eoullistri betek Bouchemaine, e-kichen Añje, met paouezet eo an tremen-se.