Liamone (departamant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Departamantoù an Impalaeriezh C'hall e 1811, gant Liamone e o zouez, en enez Korsika.

Liamone a oa un departamant gall e Korsika, eus 1793 betek 1811, lakaet dezhañ anv ar stêr Liamone, hervez ar c'hiz c'hall.

Aiacciu e oa ar gêr-benn.

Krouet e voe diwar departamant Korsika e 1793, rannet etre Liamone, er mervent, ha Golo, er biz. Adsavet e voe departamant Korsika e 1811, dre adunaniñ departamantoù Liamone ha Golo, hag un departamant unvan e chomas betek ar 1añ a viz Genver 1976. Neuze e voe rannet adarre ha krouet daou zepartamant, hini Haute-Corse ha hini Corse-du-Sud a glot tre-ha-tre gant al Liamone kozh.