Liac'hven

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Roc'h Faoutet e Karnag, e Breizh.
Liac'hvenoù e Korea
Liac'hven Poll na mBrón, en Iwerzhon (Kontelezh An Clár)
Liac'hven e Borger-Odoorn, en Izelvroioù.
Liac'hven Aboboreira, Baião, e Portugal.

Ul lia-vaen, pe liac'h-vaen, pe liac'h, pe liac'hven[1], pe taol-vaen, zo un aozadur mein e stumm un daol vras graet gant tud eus pobloù pe sevenadurioù en amzer a vez graet ar Ragistor anezhañ. Hiziv e ouzer ez int bezioù goloet gant mein, savet etre dibenn ar Vvet milved kent JK ha dibenn an IIIe milved kent JK en Europa. E broioù ar Reter Pellañ ez eus bet savet un toullad ivez er Iañ milved kent JK.
Goloet e oa ar bezioù gant krugelloù, bernioù douar a vez graet tumuli anezho, ha ne chom netra anezho peurvuiañ.

Ar stummoù anezho[kemmañ]

En o stad a vremañ ez eo hañval al liac'hvenoù ouzh taolioù, ken e veze soñjet e oant aoterioù pagan. Met e gwirionez int kambroù ma veze douaret korfoù, ha ribouloù dindan zouar e-barzh krugelloù a zo bet krignet hag aet da get tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvedoù.
A-wechoù e vez un trepas da vont enne, ur « rakkambr » dirak ar gambr a c'hall bezañ hirgarrezek , liestuek, pe gelc'hiek.

Notennoù[kemmañ]

  1. Liac'h ha liac'hven e Geriadurig Roparz Hemon. Lia, liac'h, lia-vaen e Geriadur Favereau, pajennoù 478 ha 944.


Skeudennoù hefiñv[kemmañ]

Lia-vaen Costa Cauda, el Larzac, en Okitania
Lia-vaen Lamalou, Hérault, Okitania


Skeudennoù[kemmañ]

E Breizh[kemmañ]

E broioù all[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]