Liñs rous
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
L. rufus
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Lynx | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Lynx rufus Schreber, 1777 |
|||||
|
|||||
Al liñs rous (Lynx rufus) zo ur c'hazh gouez bihan eus Norzhamerika. Ur vlevenn gell-ruz pe c'hell-melen gant roudennoù du en deus hag e zivskouarn zo begek gant ur bouchad blev warno. Gwenn eo e gof. Hiniennoù 'zo o deus marelloù evel an oselo. Al liñsed rous a bouez war-dro 11 - 16 kg.
Bevañ a ra e koadegoù, strouezhegoù ha damzezerzhioù e Mec'hiko, e Stadoù-Unanet Amerika hag e su Kanada. Er vro ziwezhañ-mañ e kenvev gant liñs Kanada. Ne blij ket dezhañ an erc'h don avat, ar pezh a grenn e annez war-du an hanternoz. Er c'hêrioù e c'heller e gavout ivez.
Gouennañ a ra e fin ar goañv pe e deraou an nevezamzer hag un amzer-dougen daou viz zo gant ar barez. Betek c'hwec'h kolen a c'hell genel ur barez pep bloaz. Un aneval peuznoz eo hag a hemolc'h bronneged bihan dreist-holl. Gallout a reont chaseal kirvi e-pad ar goañv pa vez ral ar boued. Er c'hontrol da liñs Kanada e c'hell en em ober ouzh un endro levezonet gant an den ha hervez klaskourien 'zo ec'h a o niver war gresk.
[kemmañ] Liammoù diavaez