Liñs Kanada
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Lynx | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Lynx canadensis Kerr, 1792 |
|||||
|
|||||
Liñs Kanada (Lynx canadensis) zo ur c'hazh tost ouzh liñs Eurazia hag un nebeud klaskourien a gred emaint en hevelep spesad. Heñvel a-walc'h eo ouzh al liñs rous a rann un darn eus e annez gantañ.
E koadegoù Kanada hag Alaska emañ dreist-holl. Bez' ez eus poblañsoù bras e Montana, Idaho ha Washington ma oa bet dineret e-pad an XIXvet kantved. Raloc'h eo en Utah, Minnesota, ha Bro-Saoz-Nevez c'hoazh.
Heñvel eo e feson ouzh hini liñs Eurazia. Gell-arc'hant eo e vlevenn daoust ma ya da c'hell-ruz e-pad an hañv. Berr eo e lost met e bavioù zo hir a-walc'h ha goloet gant blev, ar pezh a skoazell anezhañ da gerzhout en erc'h. Ar pared a zo brasoc'h eget ar parezed.
Gedon, krignerien hag evned a vez hemolc'het gantañ, ha gwechoù zo kirvi ivez. Ober a ra gant e weled hag e gleved da gavout e breizhoù. E-barzh kornioù-bro 'zo eo ar c'had-erc'h (Lepus americanus) e breizh nemetañ. Er rannvroioù-se e heulio ment poblañsoù liñsoù hini poblañsoù gedon.
Un aneval-noz eo al liñs hag ezhomm en deus eus un dachenn vras. En nevezamzer e par ha genel a ra etre unan ha pemp kolen.
N'eo ket gwarezet al liñs ha war zigresk ec'h a e boblañsoù e meur a rannvro abalamour d'ar chase.
Isspesadoù [kemmañ]
Lynx canadensis subsolanus zo un isspesad anezhañ. Brasoc'h eo eget e genderv eus ar c'hevandir ha kirvi-erc'h yaouank a chase pa ne gav ket gedon.