Liñs Eurazia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Lynx | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Lynx lynx Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Al liñs boutin, pe Liñs Eurazia, (Lynx lynx) zo ur c'hazh krenn e vent eus koadegoù Europa ha Siberia ma'z eo unan eus ar preizherien pennañ.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù
Hanter vrasoc'h eo eget liñs Kanada. E vlevenn zo melen sklaer gant marelloù ha roudennoù du. Ur gelc'hienn a vlev hir en deus tro-dro d'e c'houzoug ha dindan e c'hroñj.
Betek 38 kg e c'hell pouezañ ar pared brasañ, met ar pouez keidat zo 20 kg evit ar pared ha 17 kg evit ar parezed. Etre 80 cm ha 130 cm e vuzul gant ul lost 11-24 cm.
[kemmañ] Annez hag emzalc'h
Er c'hoadegoù stank emañ al liñsed dreist holl met gallout a reont bevañ en endroioù arall. Hemolc'h a ra gedon, krignerien bihan, lern ha, gwechoù 'zo, yourc'hed.
Boutin e oa gwechall en Europa a-bezh met aet eo da get e broioù kornôg ha kreiz ar c'hevandir. Variant eo e statud hervez ar broioù.
- Frañs : dineret war-dro 1900, adlakaet er Vojioù hag er Pireneoù
- Belgia : deuet eus Frañs e 2005
- Alamagn : dineret e voe e 1850 met adlakaet e koadeg Bavaria e 1990. E gavout a reer en Eifel ivez, deuet eus Frañs moarvat.
- Suis : aet da get e 1915 hag adlakaet e 1971. Aleze e adboblekaas Aostria ma oa aet da get ivez.
- Polonia : bez ez eus war-dro 1000 penn er menezioù Tatra hag e koadeg Bialowieza
- Ar C'harpatoù: war-dro 2500 liñs a vev eno
- Ar Balkanoù : aet da get eo e 1908, war a seblant, met adlakaet e voe e Slovenia e 1973. Un nebeud pennoù a c'heller kavout en Albania ha Gres ivez.
- Skandinavia : hogozik aet da get e oa al liñs met kreskiñ adarre he deus graet e boblañs abaoe ma'z eo gwarezet. N'eus ket pell 'zo eo bet aotreet an hemolc'h adarre.
- Estonia : bez ez eus war-dro 1000 liñs er vro.
- Rusia : muioc'h eget 90% eus ar boblañs vedel a vev e koadegoù Siberia
- Kreiz-Azia : kavout a reer liñsoù ivez e Gansu, Qinghai, Sichuan ha Shaanxi, hag ivez e Mongolia, Kazac'hstan, Ouzbekistan, Turkmenistan, Kirgizstan ha Tadjikistan.
[kemmañ] Isspesadoù
- Lynx lynx lynx
- Lynx lynx dinniki
- Lynx lynx isabellinus
- Lynx lynx koslowi
- Lynx lynx sardiniae
- Lynx lynx stroganovi
- Lynx lynx wrangelli