Lez (roue)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.



Evit sterioù all ar ger lez, kerzh da welet lez (heñvelstumm)

Tiegezh pe gkoskor un unpenn (roue, impalaer, priñs) eo al lez (reizh benel, liester lezioù), da lavaret eo, ouzhpenn an dud nes gant ar gwad, ar re a zo galvet evit e servijout, e ofisourien, e servijerien uhel hag izel, e guzulierien hag all. A-wechoù n'eo ket stabil al lec'h ma ra al lez hec'h annez. Ha pa vez dibabet ur gêr-benn, alies e veaj an unpenn hag e lez hervez an ezhommoù (ober brezel, gweladenniñ hag evezhiañ ar wizien, mont da vezañ kurunennet).

Koulskoude e vez implijet lez evit daveiñ d'al lec'h m'emañ an unpenn hag e goskor. Un toullad bras anvioù-lec'h o deus lez (pe lis) en o fenn : Lezerge (An Erge-Vras), Leskongar (Ploeneg). Seblantout a ra da ouizien'zo e veze liamme ar gêr lez gant ul lec'h-kreñv bihan e mare aloubadeg ar Vreizhiz tramor e penn-kentañ ar Grennamzer.

Ur ster nes da hini tiegezh an unpennoù a vez kavet evit ar bodadegoù justiz (lezioù justiz). Al lez(-varn) a zo ez-resis ar varnerien (ar varnerien a-vicher ha an douidi.