Lewis Morris (1701-1765)

Eus Wikipedia

Lewis Morris (2 a viz Meurzh 1701 – 11 a viz Ebrel 1765) a oa ur skrivagner, barzh ha kartennour eus Kembre, unan eus an dud a roas lañs d'ar studioù war amzer dremenet e vro.

Mab e oa da Morris ap Rhisiart Morris, labourer-douar e Llanfihangel-Tre'r-Beirdd en enez Mon.

Llywelyn Ddu o Fôn ("Llywelyn du eus Mon") e oa e anv barzh. Asambles gant e vreudeur Richard ha William e savas, gant un nebeud tud all, kevredigezh ar g-Cymmrodorion, da studiañ istor ha lennegezh Kembre, e 1751.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]