Levrioù ar vugale

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Levrioù ar vugale a oa un dastumad levrioù-bugale embannet gant Al Liamm er bloavezhioù 1950.

Darn eus al levrioù-se zo kontadennoù tennet eus al levr gallek Les Contes de ma Mère l'Oye, gant Charles Perrault, embannet e 1697, pe eus al levr alamanek kontadennoù Grimm, embannet e 1812, hogen azasaet ha skeudennaouet.

Diouzh a ouzer eo pe gant Pêr ar Bihan pe gant Pêr Denez e oa savet ar skridoù. Ral eo lenn o anvioù war al levrioù avat.

[kemmañ] Al levrioù

  1. Paotr e varo glas
  2. Merc'hig ar rozenn
  3. Ar c'hemener bihan kalonek
  4. Robinson Kruzo
  5. Istor Meudig
  6. Ar Goantenn e Koad ar C'housk
  7. Ar c'hazh gant heuzoù ler
  8. Luduennig
  9. Kabellig Ruz
  10. Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig (1957)
  11. Kistinenn
  12. Gwennig ha gwenola
  13. Mojennoù (1961). Kinniget eo al levr evel un dastumadig mojennoù skrivet hervez Jean de La Fontaine. 11 mojenn zo el levr, 2 savet gant Yeun ar Gow, ar re all gant Paotr Treoure.
  14. Kroc'hen Azen
  15. Ar c'havr hag he givri buhan
  16. Istor ar Mabig Jezuz
  17. Rozenn wenn ha rozenn ruz
  18. Perig hag ar briñsez
  19. An Eostig
  20. Bleiznoz nedeleg
  21. An tri borc'hell roz
  22. Ar pevar soner
  23. An ti bara-mel (1963). Istor Hänsel ha Gretel eo, adkontet diwar kontadenn Grimm, gant Per Denez.
  24. An tri ourz
  25. Ar c'hi kalonek
  26. Perig ar Meud (1966)
  27. Alanig al Louarn
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù