Levr ar C'heneliezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Levr ar C'heneliezh (en hebraeg: בראשית, e gregach: Γένεσις / Genesis) eo anv kentañ levr an Testamant Kozh hag ar Bibl, hag ivez hini an Torah. Hervez an hengoun yuzev e vije bet skrivet gant Moizez, met hervez kalz a deologourien e vefe kentoc'h oberenn meur a zen. Mennout a ra displegañ orin Mab-Den hag ar bobl hebre betek he donedigezh da Egipt.


Kregiñ a ra gant kontañ krouidigezh ar bed gant Doue en ur ober seizh deiz, istor Adam hag Eva, hini Kain hag Abel o mibien, hini Noe hag al liñvadenn veur. E meur a hini eus an istorioù e kaver danvez meneget ivez e mojennoù poblek ar Reter Nesañ ha Mezopotamia.