Letsie III

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Letsie III (ganet d'ar 17 a viz Gouere 1963 en anv David Mohato Bereng Seeiso) eo roue Lesotho.

Pignat a reas Letsie III war tron Lesotho evit ar wech kentañ d'an 12 a viz Du 1990, pa c'h eas e dad, Moshoeshoe II, en harlu. Adkemeret e voe an titl gant Moshoeshoe II d'ar 25 a viz Genver 1995. E miz Genver 1996 e teuas Letsie III da vezañ roue da vat goude marv e dad en ur gwallzarvoud oto.