Lestrigoned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn gant John Flaxman evit an Odisseia (1810)

Al Lestrigoned (en henc'hresianeg Λαιστρυγόνες Laistrugónes) zo, e mitologiezh Henc'hres, ur bobl ramzed vojennel hag a zebre tud. Meneget int dreist-holl en Odisseia gant Homeros, a ra anv eus « al Lestrigoned kreñv, muioc'h ramzed evit tud[1] ». Tremn a reas Odisseüs, haroz ar meurgan, dre o rouantelezh pa oa war e hent d'ar gêr goude Brezel Troia. Debret e oa ar braz eus tud Odisseüs gant ar ramzed a zistrujas ivez unnek eus e zaouzek lestr gant mein taolet diwar an tornaod. Lestr Odisseüs ne oa ket dispennet abalamour ma oa kuzhet en un ouf[2]

Mojenn[kemmañ]

Al lestrigoned a-zevri o teuler mein ouzh listri Odisseüs. Livadenn war ur voger eus diwezh ar I kantved.

Goude bezañ kuitaet Troia, Odisseüs

Gant un dousennad listri a erruas dindan kreñvlec'h roc'hellek Lamos: Telepilos, keoded al Lestrigoned, e lec'h ma weler ar mesaer gervel ar bugul : rak pa zistro unan d'ar gêr ez a unan all kuit hag a respont dezhañ ; un den dilu a c'hounezfe daou c'hopr, unan o peuriñ an oc'hen, egile an deñved gwenn ; rak nes eo hentoù an deiz ha re an noz.[1]. »

(Odisseia, X, 82-86)

Lamos n'eo ket meneget en-dro diwezhatoc'h, marteze e oa saver ar geoded pe marteze anv an enezenn e lec'h ma oa savet. Mont a reas al listri tre en aber gronnet gant tevennoù serzh, gant ul lec'h hepken da dremen etre daou veg-douar. Kas a reas ar gabitened o listri e-barzh hag o eoriañ tost an eil re diouzh ar re all. Odisseüs avat a eorias e lestr er-maez an aber.

Kas a reas an haroz diaraogerien a en em gavas gant merc'h roue an enezenn, Antifates, roue al Lestrigoned. Homañ a roas disaouzan dezhe eus ti he zad met ur wezh erru er palez, ar rouanez ha gervel he fried. Hennezh a c'halvas diouzhtu al Lestrigoned a-raok lazhañ unan eus an diaraogerien ha plaouiañ anezhañ. Tec'het a reas ar vartoloded a oa chomet bev, Eüriloc'hos ha Polites, betek o listri, heuliet gant miliadoù Lestrigoned, galvet gant ar roue, a lazhas un niver bras eus keneiled Odisseüs o teuler mein diwar lein an tornaod ha goude a-daolioù gouzifiad ouz ar re a oa en dour. Ar gouron hepken ha martoloded e vag a zeu a-benn da dec'het dibistig war o lestr.

Da c'houde ez eas kuit Odissüs betek enzenn Kirke, war Enez Aiaia.

Kevredigezh al Lestrigoned[kemmañ]

Al Lestrigoned n'int ket Gresianed, mes Homeros o zaolenn war patrom rouaned an Akeaned en amzer Brezel Troia (XIIvet kantved a-raok hon oadvezh) : deskrivañ a ra ur palez en ur geoded uhel, dezhi un anv henc'hresianek, Telepilos, ar pezh a sinifi « Pilos a bell », enebet evel-se ouzh « Pilos an traezhioù », keoded ar roue Nestor fur. Ur porzh zo « anavezet mat gant ar vartoloded », e deun un aber : « un tornaod doubl, serzh ha difaout, a c'hronn anezhi, ha daou veg douar hir a sav an eil a-dal d'egile e-kichen an tremen, hag a strisha anezhañ[3]

Emañ al lestrigoned o vevañ en ur geoded, en henc'hresianeg ἄστυ, poli, gant ur blasenn foran, un agora. « Palez brudet » o roue, anvet Antifates, zo ur savadur kaer « dezhi toennoù uhel » e-kichen an agora. Al Lestrigoned erziwezh a zebr tud en un doare lidek e-doug banvezioù, evel m'en laka da gompren ar ger henc'hresianeg δαῖτα[4].

Al Lestrigoned er skridoù klasel[kemmañ]

Toukidides a skriv e soñjed e oa al Lestrigoned, hag ar gikloped ar c'hentañ annezidi eus Sikilia[5]


Mammennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 (X, 120).
  2. The Odyssey, Homeros, troet gant Samuel Butler. Kan X.
  3. Odisseia, X, 87-90.
  4. Odisseia, X, 124.
  5. Toukidides, Istor Brezel ar Peloponnesos 6.2


Levrlennadur[kemmañ]

  • Jean Cuisenier, Le Périple d'Ullysse, Fayard, Paris, 2003
  • Jean Bérard, La Colonisation grecque de l’Italie méridionale et de la Sicile dans l'Antiquité, L'Histoire et la légende, Presses Universitaires de France, Paris, 1957
  • Victor Bérard, Nausicaa et le retour d'Ulysse, les navigations d'Ulysse, Armand Colin, Paris, 1929, levrenn IV