Les Ramoneurs de Menhirs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Les Ramoneurs de Menhirs

Les Ramoneurs de Menhirs zo ur strollad punk brezhonek bet savet e 2006. Eric Gorce a son ar vombard, Richard ar binioù kozh, Maurice Jouanno a zo kaner (e brezhoneg Gwened) ha Loran - bet soner er Bérurier Noir er bloavezhioù 80 - zo gitarour. Klevet e vezont e-kerzh sonadegoù a bep seurt ha troet mat int gant meur a stourm : brezhoneg, ekologiezh, gwirioù ar pobloù, stourmoù sokial hag a-enep d'ar varc'hadourien-avel...

Istor ar strollad[kemmañ]

Savet eo bet ar strollad e 2006. Goude un nebeud sonadegoù ec'h enrollont ar bladenn studio gentañ, «Dañs an diaoul». Ar ganerez Louise Ebrel, merc'h Eugénie Goadeg anezhi, a vez klevet e-barzh meur a ganaouenn en albom. Ar Ramoneurs de Menhirs a gemer perzh e-barzh gouelioù meur etrekeltiek an Oriant. E miz Genver 2008, e reont ur droiad dre Europa (Bro-Skos, Bro-Frañs, Bro-Suis). E miz Ebrel e ya ar maout ganto e kenstrivadeg Kan ar Bobl, e-barzh rummad ar strolladoù sonerezh. E miz Ebrel 2010 e savont un eil pladenn, «Amzer an dispac'h» hec'h anv. D'an 10 a viz Mae e oant e Roazhon o seniñ dirak an dud kanaouenn "ofisiel" Ar Redadeg.

O sonerezh[kemmañ]

Dibar a-walc'h eo dre ma vez mesket enni gitar dredan punk ha boest-lusk Loran asambles gant ur c'houblad binioù-kozh/bombard ha sonioù hengouneloc'h. Gwech an amzer e pedont arzourien a bep seurt da seniñ ganto : Louise Ebrel, Gilles Servat, bagad Kemper, bugale ar skolioù brezhonek da geñver ar Redadeg 2010... Daoust dezho implijout sonioù kozh e vez modern a-walc'h temoù o c'hanaouennoù : enno e klever pozioù diwar-benn saveteiñ koad Breselien, Nicolas Sarkozy hag ar gevredigezh c'hall a-vremañ, ar stourmoù sokial, ar stourmoù evit adunaniñ Naoned ouzh peurrest Breizh ha kas ar brezhoneg war-raok, gwirioù Indianed an Amerik, ar gwir da vutuniñ drammoù zo...

Plijout a reont kenaén d'ar re yaouank, d'ar re gozh avat e vez diaesoc'h chom da selaou sonerezh ken trouzus.

O fladennoù[kemmañ]

Kerne Izel, 2006[kemmañ]

Gant Louise Ebrel ha Maurice Jouanno

Dañs an Diaoul, 2007[kemmañ]

    • 1 K,A
    • 2 BellARB
    • 3 Dañs gwadek 1 (Plinn) (diwar Gilles Servat)
    • 4 Yaw ha yaw ha yaw (An Dro)
    • 5 Nomades (diwar Ze6)
    • 6 Edan ur blez (Laridé)
    • 7 Na gast na matezh (Gavotenn Bourlet)
    • 8 Captain Kirk (Diwar Spizzenergi)
    • 9 Dañs Gwadeg 2 (Plinn)
    • 10 Vive le feu (diwar Bérurier noir)
    • 11 'Vel un tour-tan (gavotenn vras)

Amzer an dispac’h, 2010[kemmañ]

    • 1 Unnek Gwezh
    • 2 Oy ! Oy ! Oy !
    • 3 La Blanche Hermine
    • 4 Menez Unan
    • 5 Tamm Kreiz
    • 6 Menez Daou
    • 7 If the Kids ar United (diwar Sham 69)
    • 8 Marijanig
    • 9 Ya'at'eeh
    • 10 Auschwitz planète (diwar Tromatism)
    • 11 Breizhistañs

Liammoù[kemmañ]