Leopold II Belgia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Leopold II a Velgia)
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Leopold II a Velgia

Leopold II (Louis Philippe Marie Victor) , pe Leopold II a Velgia, a oa bet ganet d'an 9 a viz Ebrel 1835 ha marvet d'ar 17 a viz Kerzu 1909, a voe Roue Belgiz adalek an 10 a viz Kerzu 1865 betek e varv.

Bez e oa ivez priñs a Velgia, dug a Saks, priñs a Saks-Kobourg-Gotha, dug a v-Brabant (1835-1865), impalaer personel Kongo (1884-1908), a zegouezhas da vout roue war-lerc'h e dad Leopold Kentañ, e 1865. Louise a Orleañs e oa anv e vamm. Penegwir e varvas e vab en e raok eo e niz Alberzh Kentañ, a voe roue war e lerc'h.

Brudet e voe ar roue-se abalamour m'en doa un drevadenn dezhañ e-unan, a oa anvet "Stad dizalc'h Kongo", ma renas warni eus 1884 da 1908. Rankout a reas tud Kongo mont da zastum kaoutchoug er goadeg, un danvez a oa ezhomm bras anezhaén evit pneuioù ar c'hirri-tan a groged d'ober e labouradegoù Europa. Gant an domani prevez-se ne voe ket pell ar roue o pinvidikaat

Kalz a savadurioù hag a vonumantoù a voe savet e Brusel gant ar roue "saver-tiez" war-bouez an arc'hant tennet eus pinvidegezhioù naturel Kongo. Goude ur vrudadeg etrevroadel kaset gant Breizhveuriz, Edmund Dene Morel en o fenn, a ziskulie an torfedoù heugus a veze graet er vro gant an drevadennerien, goude danevellskrid Casement, e voe ret d'ar roue cheñch penn d'ar vazh. Reiñ a reas e Gongo d'ar vroad velgiat, hag ar gouarnamant belgiat d'hec'h envel neuze "Kongo belgiat".


Leopold II ouzh un timbr eus Belgia


Serc'h[kemmañ]

Ur serc'h en doa, Caroline Lacroix (1883–1948), ha bugale o doe.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.