Leonello d'Este
Leonello d'Este a oa an eil eus tri mab bastard Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, hag e serc'h Stella de' Tolomei.
Desket en doa micher an armoù gant Braccio da Montone, condottiero, ha studioù klasel en doa graet gant Guarino Veronese.
Pa varvas gwreg kentañ e dad, Gigliola da Carrara, e 1416, n'he devoa bet bugel ebet.
Addimeziñ a reas Niccolò III d'Este da Parisina Malatesta. E 1425 e voe barnet ha kondaonet d'ar marv breur henañ Lionello, Ugo Aldobrandino, pe Ugo d'Este,(1405-1425), war un dro gant Parisina: dibennet e voe an daou avoultrer.
Pennhêr e dad e teuas Leonello da vezañ neuze, daoust ma voe ganet daou vreur all Ercole e 1431, ha Sigismondo e 1432, mibien da drede gwreg e dad, Ricciarda da Saluzzo.
E 1435 e euredas Lionello da Margherita Gonzaga, hag anavezet e voe gant ar pab Martin V evel mab hervez al lezenn.
Ur mab en doe e 1438, anvet Niccolò (1438-1476) evel e dad-kozh, met mervel a reas ar vamm er bloaz war-lerc'h.
E 1441, marvet e dad, e teuas da vezañ dug. Klask a reas dimeziñ da Bianca Maria Visconti met tro wenn a reas. E 1444 ec'h addimezas da Maria Aragon, merc'h bastardez ar roue Alfonso V Aragon, roue Naplez ha Sikilia. Mervel divugel a reas Maria e 1449.
E vrud [kemmañ]
Gant skoazell an eskob Giovanni da Tossignano e lakaas sevel ospital Sant'Anna, kentañ ospital Ferrara, digor hiziv c'hoazh.
Politikour mat e oa, desket e oa ivez, ha kenskrivañ a rae gant holl lenneien veur e amzer. E-kerzh e ren e kreskas brud skol-veur Ferrara.
En elez e labouras arzourien evel Pisanello, Iacopo Bellini, Andrea Mantegna, Piero della Francesca hag ar Flandrezad Rogier van der Weyden.
E varv [kemmañ]
Mervel a eure Leonello d'Este en 1450, hag eñ 44 bloaz, pan edo e delizia di Belriguardo. E vreur Borso d'Este an hini a voe dug war e lerc'h.