Leon VI ar Fur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Leon VI daoulinet dirak Jezuz.
Leon VI

Leon VI ar Fur (Λέων ΣΤ' ο Σοφός e gregach), ganet d'an 19 a viz Du 866 ha marvet d'an 11 mai 912, a voe impalaer Bizantion eus 886 betek 912.

Lesanvet e oa ar Fur abalamour d'e damm deskadurezh, brasoc'h eget hini e gempredidi. Kelennet e voe gant Photios Iañ, a voe penniliz Konstantinopolis. War-dro 900, e c'houlennas treiñ e gregach (gregach krennamzerel) Corpus juris civilis an impalaer Justinian Iañ, evit ma vije aesaet labour gwiraourien Bizantion: d'an droidigezh-se e voe roe an anv Basilica.

E dud[kemmañ]

Piv eo e dad n'eo ket sklaer, ha tabut zo c'hoazh etre an istorourien. Hervez lignezourien ofisiel al lignez vakedonian e oa mab d'an impalaer Basil Iañ ha d'e eil pried Eudoxia Ingerina. Un istor all avat a vez kontet gant kronikerien an amzer. Rediet e oa bet an impalaer Mikael III, gant e vamm, da zimeziñ da Eudoxia Dekapolitissa, hag eñ heug ganti, pa en devoa ur serc'h anvet Eudoxia Ingerina. Evit ofisielaat ar vugale en dije gant e serc'h e timezas anezhi d'e vignon Basil. Ha sede penaos e oa Leon VI hag e vreur Stefan Iañ Konstantinopolis , mibien da Mikael III ha d'e bried-kleiz.

A-hed e yaouankiz en deus gouzañvet kaz ha heug e dad ofisiel outañ. Pa felle dezhañ dimeziñ da Zoe Zoutsina e ankas plegañ da zimeziñ da Théophano. Pa ziskoueze e heug ouzh e wreg e voe bac'het gant e dad e-pad tri miz.

E ren[kemmañ]

Kenimpalaer e teuas Leon da vezañ pa varvas e dad, Basil Iañ: rannañ ar galloud a rae gant e vreur Alesant III (Bizantion) Alesant III , met ken skañvbenn e oa egile ma oa Leon e-unan e penn ar stad


Aferioù diabarzh[kemmañ]

Kerkent ha lakaet da impalaer e anvas Stylianos Zaoutsès da vestr an ofisoù ha da logothète du Drome, hag e harluas ar penniliz Photios, a voe rediet da zilezel e garg. Da zeiz Nedeleg 886, e lakaas Leon e vreur Steven da benniliz, anvet Steven Iañ Konstantinopolis, pa ne oa nemet 16 vloaz : klañvidik ar bugel, ne savas ket a-enep d'e vreur kammed.

En 899,

En e raok
Basil Iañ
Leon VI
Impalaer Bizantion
886-912
War e lerc'h
Alesant (impalaer Bizantion)

Notennoù[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Jean Skylitzès Empereurs de Constantinople « Synopsis Historiôn » traduit par Bernard Flusin et annoté pat Jean-Claude Cheynet éditions P.Lethilleux Paris 2003 (ISBN 2283604591) « Léon le Philosophe », p.143-162.
  • John Julius Norwich Histoire de Byzance, Perrin Tempus, Paris 2002 (ISBN 2262018901) p.187-195.
  • Louis Bréhier Vie et mort de Byzance, Albin Michel Paris 1946 réédition 1969, p.123-135.
  • Patrom:Ref-Settipani-Antiquité
  • Rodolphe Guilland Études byzantines « Les noces plurales à Byzance » P.U.F Paris 1959 p.233-261.