Lenn Nyos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lenn Nyos

Lenn Nyos, pe Lenn Lwi, zo ul lenn eus Kameroun e Proviñs ar Gwalarn. Ul lenn zon eo, ouzh tor ur menez-tan ha n’eo ket oberiant ken, nepell diouzh Menez Oku, ur menez-tan all hag an eil menez uhelañ er vro goude Menez Kameroun.

Mont a ra karregadoù volkanek d’ober ur stankell naturel a zalc’h an dour el lenn. E krater ar menez-tan emañ al lenn. E goueled an dour ez eus gaz (CO2) hag a zeu er-maez eus ar magma. Peurvuiañ e chom an dioksidenn garbon-se e strad an dour. Met d’an 21 a viz Eost 1986 e oa bet dislonket en un taol, pa oa bet reier o kouezhañ el lenn. Neuze e oa bet mesket an dour ha deuet e oa an dioksidenn garbon er-maez eus an dour. Meur a gant den a oa bet lazhet gant ar goumoulennad gaz tro-war-dro[1]. Ar wech kentañ eo e vefe bet mouget un niver ken bras-se a dud gant un anadenn fizikel naturel. 4000 den a rankas kuitaat o zi er vro tro-dro.

Notennoù[kemmañ]

  1. Nyos: 21 ans après… on s’en souvient, cameroon-info.net, 21/08/2007.

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.