Lejioner roman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Harnez al Lejioner roman er Iañ kantved goude J.-K. gant al lorica segmentata
Lejioner roman, fin an trede kantved.

En deroù, al lejioner a veze ur c'heodedad roman dindan 45 bloaz en em ganne war droad. Galvet e veze d'ar brezel keit ha ma veze ezhomm (e-pad mizioù tomm ar bloaz peurliesañ) hag e teue d'ar gêr ur wezh echu emgannoù ar bloavezh. Graet e veze miles ("soldier") or legionarius anezhañ e Latin.

Pa zeuas an arme roman da vezañ un arme a vicher e lakae an dud o anv el lejion evit 25 bloaz. Skañvoc'h e veze o anezioù e-pad ar pemp bloavezh diwezhañ.


Pa veze o kerzhet war dachenn an enbourien e touge pep lejioner e harnez (lorica segmentata pe aliesoc'h al lorica hamata), e skoed (scutum), e dokarn (galae), daou speg (ur pilum pounner hag unan skañv), ur c'hleze berr (ar gladius), ur gontell (pugio), ur rumm sandalennoù pounner (ar C'haligae), ur pakad gant e aferioù (Sarcina), boued evit war-dro pevarzek devezh , ur sac'had-lêr gant dour, peadra da geginañ, daou beul (Sudes murale) evit sevel palisade, hag ur bal pe ur baner aozilh.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all