Leila Lopes

Eus Wikipedia
Leila Lopes

Leila Lopes (ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1986) zo ur vaouez eus Angola gounezet ganti kenstrivadegoù kened. Bet eo Miss Angola e 2010 ha Miss Hollved e 2011.

Ganet eo bet Leila Lopes e proviñs Benguela en ur familh a-orin eus ar C'hab Glas. Dilennet e voe Miss Angola UK e miz Here 2010 pa oa studierez e Breizh-Veur. Daou viz goude e voe dilennet Miss Angola e Luanda. D'an 12 a viz Gwengolo 2011 e voe dilennet Miss Hollved e São Paulo e Brazil. Ar wech kentañ e voe d'un Angoladez gwiskañ ar gurunenn-se abaoe ma vez aozet ar genstrivadeg-se. Leila Lopes eo ar pedervet maouez eus Afrika dilennet da Viss Hollved, war-lerc'h Margaret Gardiner (Suafrika, 1978), Michelle McLean (Namibia, 1992) ha Mpule Kwelagobe (Botswana, 1999).