Leet speak

Eus Wikipedia

Al Leet speak (e leet speak : 1337 5|*34|<), eus ar saozneg "elite speak" ("yezh ar re wellañ"), a zo ur skritur oc'h implij an arouezennoù alphanumerel ASCII en un doare digomprenus evit an dud n'int ket boaziet (a-wechoù anvet noob (pe n00b) ganto) evit kaout un doare eskemm spesius. Ar priñsip a zo implij arouezennoù a seblant tost d'al lizherennoù boaz, da skouer, 5 e plas S, 7 e plas T hag evit an tu pellañ |_| e plas U pe |< e plas K, hep klask doujañ d'ar reizhskrivañ pe d'ar pennlizherennoù.

Ar yezh-mañ a vez implijet dreist holl gant ar Geeked, an hackers pe ar c'hoarierien.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lizherenneg 1337 a zo ganet e fin ar bloavezhioù 1980 war ar BBS underground, gant ur meskaj a gerioù teknikel e pellgomzerezh hag e stlenneg.

Implijet eo bet er penn-kentañ gant an dud ampart (elite) evit mirout d'ar re all (lamer) da vont er fichennaouegoù kizidik diwar-benn ar morlaerezh pellgomz (phreaking) ha urzhiataerel (hacking, crack...)

Ouzhpenn da se ez zo diaesoc'h, e-pad ur gaozeadenn eus sujedoù kizidik, reperiñ ar gerioù : "Morlaer" a zeu da vezañ "|\/|0r143r" da skouer...

N'eus reolennoù reizhskrivañ resis ebet.