Leda hag an alarc'h
Leda hag an alarc'h zo un dodenn gozh el livouriezh, brudet abaoe ar XVIvet kantved, deuet eus ur vojenn eus Hellaz kozh.
Taolenn |
Ar vojenn [kemmañ]
Leda a oa gwreg Tindareos, roue Sparta. Dont a rae Zeus, e stumm un alarc'h da weladenniñ pe d'he gwallañ. Daou vab gevell he devoe Leda, Kastor ha Polideukes, an Dioskured.
Hervez un doare nevesoc'h eus ar vojenn e tougas war un dro Helena ha Polideukes, bugale da Zeus, ha Kastor ha Klitemnestra, bugale d'he gwaz. Hag e tozvas daou vi ma oa pep a zaou vugel.
Hervez un doare all c'hoazh e oa Helena merc'h da Nemesis, doueez an drouziwezh a ranke kouezhaén war choug ar re a c'houzañve diwar lorc'h Hubris.
Erotegezh [kemmañ]
Er XVIvet kantvede oa dereatoc'h diskouez ur vaouez oc'h embarañ gant un alarc'h eget gant ur gwaz. Dañjerus e vije bet zoken en amzer an Azginivelezh.
Arouez kalc'h ar gour eo pigos an alarc'h.
Livadurioù [kemmañ]
Meur a livour en deus taolennet ar vojenn:
- Correggio.
- Bacchiacca
- Jacopo Pontormo
- Leonardo, taolennaet da goll, anavezet dre un eillivadur.
- Michelangelo, taolenn aet da goll, anavezet dre un eillivadur.
- Paolo Veronese.
- En XVIIIvet kantved
-
- Div daolenn gant François Boucher.
-
- En XIXvet kantved
Barzhoniezh [kemmañ]
- La Défloration de Lède, barzhoneg c'hallek gant Ronsard er XVIvet kantved, awenet marteze gant taolenn gollet Michelangelo. Anv a ra eus ar pigos o vont e gouhin Leda .[1]
- Leda, barzhonek spagnolek gant ar barzh Rubén Darío, e 1892
- Leda and the Swan, sonedenn saoznek gant William Butler Yeats , embannet e 1928. Kontet eo da vezañ unan eus gwellañ barzhonegoù Yeats .
Istor [kemmañ]
Leonardo da Vinci a grogas d'ober studiennoù e 1504 evit ullivadur, ha ne grogas ket gantañ da vat, ma vije gwelet Leda en he c'hoazez gant he bugale.
E 1508 avat e livas un daolenn all diwar-benn ar vojenn ma weled Leda en he sav, hag enhe noazh, o flourañ an alarc'h, gant an daou goublad gevelled, ha melloù kloroù vioù torret. Aet eo an daolenn da goll, marteze distrujet, gant al livour e-unan pe gant unan all, met anavezet eo dre veur a eillivadur.
Pennad kar [kemmañ]
Livadurioù [kemmañ]
-
Leda hag an alarc'h, eillivadur diwar un daolenn gollet diwar zorn Michelangelo, 1530. National Gallery, Londrez.
-
Eillivadur gant Cesare Sesto diwar oberenn gollet Leonardo da Vinci, 1515-1520, Wilton House, Bro-Saoz.
-
Gant Correggio.
-
Gant Bacchiacca
-
Gant Jacopo Pontormo
-
Leda, gant Gustave Moreau (1826–1898)
-
Leda hag an alarc'h gant Paul Cezanne, war-dro 1880-1882, Barnes Foundation Collection, Merion, Pennsylvania
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Bull p.169