Leda

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Leda hag an alarc'h, eillivadur diwar un daolenn gollet diwar zorn Michelangelo, 1530. National Gallery, Londrez.
Leda hag he bugale, gant Giampietrino. National Museum Kassel, Alamagn. Ganet int eus ar vioù a weler e tammoù.
Leda hag an alarc'h war ul lamp eus an IIIde kantved goude JK, Mirdi an Agora kozh, Aten.
Leda hag an alarc'h, gant Paolo Veronese.
Leda hag an alarc'h gant Paul Cézanne (1880-1882).

Leda (Λήδα) a oa merc'h Testios, roue Etolia. Dimeziñ a eure da d-Tindareos, roue Sparta. Mamm e oa da Glitaimnestra, Helena, Kastor ha Polideükes.

Karet e voe gant Zeus a zeuas d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. P'edo un erer war e lerc'h e teuas an alarc'h da glask repu etre divvrec'h Leda. Kousket a reas ganti p'edo-hi en he gwele e-kichen he fried a oa kousket. Diwar e garantez e c'hanas daou vugel: Helena ha Polideükes, a voe ganet en ur vi, tra ma voe ganet Kastor ha Klitemnestra en ur vi all. Anavezet eo daou vreur Kastor ha Polideükes (Polluks) evel an Dioskured, da lavarout eo bugale Zeus.

Hervez un doare all eo da Nemesis e oa ar vi-se, fiziet ganti e Leda.

Leda, gant Gustave Moreau.

Taolenn

[kemmañ] Doareoù all

Doareoù disheñvel zo d'ar vojenn, hag a-wechoù e vez kinniget an Dioskured evel mibien da Zeus o-daou, pe neuze ne vez kaoz nemet eus ur vi. E skridoù zo n'eus meneg a vi ebet, evel gant Homeros, ha ne grede ket an dud nemeur er vojenn, ha war an diwezhadoù dreist-holl e veze goapaet ar vojenn.

Gant Tindareos he doe Leda ur verc'h arall, Phoebe.


[kemmañ] Arz

Leda hag an alarc'h gant Bacchiacca.
Leda hag an alarc'h gant Boucher.

Implijet eo bet ar vojenn gant meur a arzour adalek an Azginivelezh italian. Leda hag an alarc'h dreist-holl zo bet livet gant Leonardo, Veronese, Boucher, Cézanne, Dali.


Leda hag an alarc'h, Museo del Prado

[kemmañ] Lennegezh

Studienn evit penn Leda, Leonardo da Vinci, war-dro 1506. Tresadenn gant liv ha pluenn war kleiz du.

[kemmañ] Ronsard

Ur varzhoneg c'hallek gant Ronsard, La Défloration de Lède, e-barzh an dastumad Les Odes, zo awenet marteze gant un daolenn diwar zorn Michelangelo. Evel meur a arzour e empent pigos an evn o vont e gouhin Leda. [[1]]

[kemmañ] Yeats

A sudden blow: the great wings beating still
Above the staggering girl, her thighs caressed
By the dark webs, her nape caught in his bill,
He holds her helpless breast upon his breast.
How can those terrified vague fingers push
The feathered glory from her loosening thighs?
And how can body, laid in that white rush,
But feel the strange heart beating where it lies?
A shudder in the loins engenders there
The broken wall, the burning roof and tower
And Agamemnon dead.
Being so caught up,
So mastered by the brute blood of the air,
Did she put on his knowledge with his power
Before the indifferent beak could let her drop?

[kemmañ] Skridoù

[kemmañ] Pennad kar

[kemmañ] Gwelout ivez

[kemmañ] Notennoù


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all