Lec'hienn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ul lec'hienn a vez lavaret gant tud zo (gerioù all zo c'hoazh: lec'hiad, load, gwivan, sit-web) eus un dastumad pajennoù eus ar Genrouedad, liammet kenetrezo, gouestlet da un den, ur gevredigezh, un obererezh pe embregerezh bennak. E Geriadur Brezhoneg an Here eo diskleriet evel ur pourvezer stlenn war ur rouedad pellgehentiñ.

Petra a gaver e-barzh[kemmañ]

Peurvuiañ e kaver skrid ha skeudenn, met filmoù a c'haller kavout ivez. Un anv zo d'ar pajennnoù-se (anv-domani, gouez da lod), hag ur chomlec'h er Genrouedad.


Diwar-benn ar ger[kemmañ]

Tud zo (Albert Bochet, Tugdual Kalvez) a gav gante eo savet fall ar ger hag a gav gwelloc'h ober gant lec'hiad. Tud Preder a ra gant load.

Unan bennak a gav gwelloc'h azasaat ar ger kembraek gwefan, hag ober gant gwivan, diwar gwiad ha man (evel peurvan, diwar peuriñ ha man), da lavarout eo ul lec'h er gwiad.

Ster boutin[kemmañ]

Ul lec'h eo al lec'hienn, gant ur ster un tamm spisoc'h.
Met implijet e vez kentoc'h al liester, lec'hiennoù, evit ober anv eus un nebeud lec'hioù resis, tre evel ma implijer ar ger gwezennoù, .