Lec'hanvadurezh
- Evit anvioù-lec'h Breizh, sellout ouzh Lec'hanvadurezh Breizh.
Al lec'hanvadurezh eo ar skiant a bled gant studi al lec'hanvioù (pe an anvioù-lec'h). Ober a ra war-dro dastum an anvioù-lec'h, klask o zalvoudegezh, o gerdarzh hag o zreuzfurmadurioù pe o emdroadur a-hed ar c'hantvedoù. Gant an dudanvadurezh (studi an anvioù-tud) ez a al lec'hanvadurezh d'ober an anvadurezh (studi an anvioù divoutin), zo ul lodenn eus ar yezhoniezh.
Ledan eo domani al lec'hanvadurezh pa ya da studiañ an anvioù-lec'h annezet, kêrioù, kêriadennoù, pennkêrioù hag ouzhpenn-se an anvioù liammet gant an torosennadur, gant ar stêrioù, gant an hentoù ha gant elfennoù dibar evel anvioù tiez, da skouer.
Korrlec'hanvadurezh [kemmañ]
Evit an tachennoù gounid a vez roet un anv dezho gant al labourerien-douar e komzer eus korrlec'hanvadurezh. War ar gladroll e veze dastumet pep a gorrlec'hanv gwechall. Hiziv e vez graet gant niverennoù, ur c'holl bras evit ar yezh.
Geriaoueg [kemmañ]
- santanvadurezh : an anvioù o taveiñ d'ur sant.
- douranvadurezh : anvioù-lec'h o taveiñ d'un dra liammet gant an dour (dourredenn pe stêr, lenn, mammenn pe eien, lamm-dour, etc...).
- stêranvadurezh
- hentanvadurezh : anvioù-lec'h o taveiñ d'un hent.
- menezanvadurezh : anvioù-lec'h o taveiñ d'an uhelennoù (lein, traoñienn, kompezenn, etc...).